Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/145

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

1900, pp. 166-72 ; cf. Margaret E. Dobbs, Bronze Age in Ireland, Rev. celt., 1922, pp. 113-4).

1000 pe war-dro.

Ar Gelted Gaideli (Gouezeled) hag ar Gelted Qritenoi, Pritenoi, Priteni, Pritenes (Predeniz, Pikted) en enezennou bras gwalarn an Europ, Albio (Breiz-Veur), Iverio (Iwerzon). Donedigez da genta ar C’houezeled a zo testeniet a-walc’h gand an tri zra-man : — 1° kosa ano enez-Vreiz e skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eo Alba (*Albio) ha neket Cruithne (*Qritenion) ; — 2° nepred ne ra ar skridou-ze an ano a « Cruithne » eus enez-Vreiz a-bez, hogen hepken eus an darn anezi a oa e dalc’h ar Bikted, en amzervez an Istor ; — 3° hervez danevellou bloaziek Iwerzon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzon, hag eun nebeut bloaveziou diwezatoc’h hepken e tigouezas Predeniz (pe « Pikted »).

1000-800.

Dont a ra staen enez-Vreiz beteg ar C’hres dre hantererez listri Tartessed ar Spagn, re Rhodiz, ha, da c’houde, re ar Phenikianed. Ac’hano e teu ma ra al lennegez homerek gand ar ger kassiteros « staen », neuz keltiek d’ezan [1], hag e veneg an Oduseia noziou berr ha damsklêr hanternoz enez-Vreiz (S. Reinach, l’Etain celtique, Anthropologie, 1892, p. 275 ; Midas et Midacritus, un nouveau texte sur l’origine du commerce de l’étain, Anthr., 1899, pp. 397-409 ; Culles, Mythes

  1. Eus ar gregach, dre ar varc’hadourien, ez eo tremenet ar ger kassiteros en assirieg (kasazatira), en arabeg (kasdir) hag er sanskriteg (kastira). En eur skrid eus levraoueg Assourbanipal, roue Assiriz (668-630) e komzer eus « Tir ar Staen (Ku-Ki) ha Kaptara (Kaphtor pe enez-Kret), broiou en tu-hont d’ar mor Uhela (Kreizdouarek) » Rev. arch., 1922, I, p. 165. Unan eus ar skridennou a zo bet kavet e Bogbaz-Keui a zo meneg enni eus lec’hiennou-zo ma tenne diouto roueed an Heteaned ar metalou er XIVvet kantved kent H. S. : « An houarn du nenvel a zeu eus an Nenv. Ar c’houevr hag an arem a zigouez eus Alasiya (Kupron, enez-Chipr) hag eus menez Taggata ». Diwar gement-se-holl e c’heller anaout a-walc’h e tigemere brôadou an Azi-gornog ar staen, ar c’houevr hag an arem eus ar C’huz-heol : Chipr, Kret ha bro-Spagn.