Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/143

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

reer war eun dro gand armou ha binviou maen ha gand armou ha binviou kouevr digemmesk. En dibenn anezi e reer gand armou ha binviou en arem staenet-tano (Déchelette, II, kenta kevrenn, pp. 98-101, 105). — En Itali al Ligured a argas ar Sikaned. — Enez-Vreiz argadennet gant pobl ar c’hrugellou kelc’hiek (Round Barrows), a zeu di, hanval eo, eus traonienn izela ar Roen hag a denn d’eur ouenn grennbennek, uhel-ventek ha frammet-nerzus, a gaver stank-ha-stank en Danmark. Sellet eo ar bobl-ze evel hen-ariek gant Jullian, Rev. des ét. anc., 1922, p. 160, ha rôet da geltiek gant Loth, la première apparition des Celtes dans l’île de Bretagne et en Gaule, Rev. celt., 1920-1, pp. 259-88. — Anoiou stêriou eus Alamagn an hanternoz, a gaver en hon amzer e Breiz-Veur, a desteni diarvar ar furm anezo ez int bet digaset gwechall gand ar Gelted. Evel-se eo : Wear, kontelez Durham Bro-Zaoz, a c’houlenn en e raok eun henfurm Visuria a zo ivez hen-ano ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig [1] ; Weaver, stêrig eus kontelez Chester, Waver, stêrig eus kontelez Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus eun hen-furm Vebros, diwarni en Alamagn an hanternoz Wipper, ano teir stêr a Dhuringe hag eun adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz [2]. Sellout Chadwick, Some German River-names in Essays and Studies presented to William Ridgeway, Cambridge, 1913, p. 315 ; Quiggin, On Some Celtic River-names, Proceedings of Cambridge Philological Society, 1914. Kenveria G. Diack, Place-names of Pictland, Rev. celt., 1920-1, p. 114.

  1. E Wear, Wiur en VIIIvet kantved, ez eo kouezet an s etre-vogalennou hervez eul lezenn eus ar soniadurez vreizek, o tiskleria o deus ar Saozon kavet ar ger-ze e Breiz-Veur ha n’eo ket bet digaset ganto. Keferata ouz Trisantôn e skridou Ptolemaios en IIvet kantved goude H. S., Treanta e Beda, VIIvet, VIIIvet kantved, Trient en eur c’henveriadur-geriou latin-brezonek eus an Xvet kantved ; hizio e saozneg the Trent, stêr a Vro-Zaoz, konteleziou kreiz ar vro.
  2. Weaver ha Waver a zalc’h lec’h furmou saoznek kosoc’h Weofre ha Weoer, Waefer. Dre ma ’z eo an daou ano-ze chomet er-maez eus ar c’hemma b en p (evel e Vebros aet da Wipper) anat o deus ar Saozon o c’havet en enez-Vreiz. — Vebro- a zo deut e kembraeg da gwefr « goularz ». Kenveria Guefrdwr (*Vebrodubron), ano eur waz-dour a gontelez Monmouth en XIIvet kantved.