Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/140

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

vefe ket dre C’halia a-bez trawalc’h a vugenou nag a liviou, d’in d’o lakaat dre skrid. A-walc’h, eta, e vo ganen menegi ar roueed-veur hag ar gadourien benna, da lavarout eo ar re m’o deus an taoliou-kaer anezo talvezet d’ar Ouenn a-bez. Ar roueed-veur a c’hourc’hemennas d’ar seiz meuriad, kent donedigez an doueed er vro, e voe Donnos a genzivize bemdez gand an arc’houereed war glann ar mor ; Epilos a voe par dezan evid ar furnez hag ar santelez ; Eburos, mab Bilikatus, ma voe ar seiz bloavez ma renas seiz bloavez benniget dreist d’ar re-all ; Katuvokanos, brezelour brudet an Hanternoz, a sujas ar c’henta an Erkunia hag a stagas anezi ouz bro ar Goularz ; Taximagus, ar roue meurbet doueüs, difraoster lanneier ha saver gwenan, ha, da gloza, Dêvokatus a gredas, ken nerzek ha ma ’z oa, mont a-c’houren ouz eun doue. War-lerc’h Dêvokatus, an doueed end-eeun eo a renas ar seiz meuriad, o c’helennas, a skuilhas warno tenzor o furnez hag o gouiziegez, ouz o lakaat barrek d’o c’hefridi-veur. Diwar amzer Momoros ez oa bet al labour diski ha barrekaat-se, evel boulc’het gand ar bugel ez eus bet ano anezan aman c’hoaz, ar bugel-ze a vennan lavarout a oa bet poket d’ezan ha stardet war he c’halon gant Derkeia, VINDOSETLOS, mab Kintus [1].


————
  1. Donnos, iwerzoneg donn « gell » pe donn « uhel, rener, roue », D’Arbois, Noms gaulois, p. 65-7. Epilos « marc’hig ? », ibid. p. 111. Eburos, iwerzoneg ibar « ivinenn » pe alamaneg eber « tourc’h gouez », Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 466, n. 3. An tourc’h gouez skeudennet war an aoter gouestlet d’an doueez Tutela Boudiga gand ar Breizad Lunaris, sevir augustalis e kêr Eburakon (York), a ro harp d’an diskleria dre eber, da vihana evid ano ar gêr-ze a enez-Vreiz, Rev. des ét. anc., 1922, pp. 245-6. Lïes ano loened a zo bet boutin etre ar c’heltieg hag ar germaneg. — Bilikatus, hen-iwerzoneg bil « mat, yac’h, evurus », cath, brezoneg koz kad « emgann », Noms gaulois, pp. 129-30. Katuvokanos « brudet en emgann », ibid. p. 29-31. Taximagus : taxi- ano-doue, pe iwerzoneg tais « c’houek » ; magus, iwerzoneg mog « sklav », krenn-vrezoneg mao « mevel », ibid. p. 149-50. Dévokatus « emgann-doue », ibid. p. 31-2. Vindosêtlos, Gwennhoal, Loth, Chrest. bret. p. 48.