Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

vag ; dre e skiant-veiz hag e zizaouzan e tiarbennas ar spiou hag ar stignou a antelled outan a-greiz raosklegou ha broenegou ar stêr, er c’hildroiou hag er strizredennou anezi. O roenvat hag o seni ar c’horn-boud da gelenn ha da hencha e genvrezelidi, e renas an argasadenn beteg ar penn, hag hen gloazet hag o redek e wad dre veur a c’houli.

D’e genta korniadenn, laosket gantan en eur deurel e droad en e vag, ez oa diredet e genvrezelidi war glann ar stêr. Gwel an diou ounner dilezet, ar raoskl flac’het, roudou ar stourmadenn er riblennad a rôas da anaout d’ezo petra a oa c’hoarvezet. En em ranna a rejont e tri bagad. Eun darn, aet en o bagou, en em daolas war lerc’h Maros. Re-all, treizet ganto ar stêr ha douaret en tu-hont, en em rôas da heda ar c’hlann dehou, o lezel aman hag ahont brezelourien da evezia ar wazredenn. Kemend-all a voe graet gand an trivet strollad war ar c’hlann gleiz. Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zouriou en eun naoziad, ha hi peurzieub a enezennou, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben. En em zizilha a rejont eno war-hed ar glannou, a bep tu d’ar ster, peb a wareg, a vatalm, a c’hoaf-bann ganto en o daouarn, dare da skei.

Erkuniz, oc’h en em welout dalc’het etre marc’hegerien ha bageerien meuriad an Taro, ne strivjont ket da dremen. Dilezet ganto o filprennenn, e klaskjont mirout o buhez e kuz strouez an enezennou. Hogen, emluziet gand an diou vaouez a gasent ganto, gwerzet dre an trouz a raent o tec’hout, ne voent ket evit kas o menoz da vad. Kelc’hiet e voe an enezenn ma ’z edont, hag e touaras enni holl vrezelourien Vanos. Enket en eur c’hognad eus an enezenn, goude eun taer a stourmad, ne voe ket hir ma voent lazet holl, an daouzek a oa anezo, gand o rener. Ha dishualet Ambia ha Kinge !

Setu aze an danevell graet anezi « taol-kaer Maros, mab Roviros », pe c’hoaz « skrapadenn Ambia ha Kinge ». Dezrevellet e voe d’in war ribl ar Viadua gant Kobrovomaros, toutius Lugidunon [1]. Eun den fur ha desket eo an toutius-se,

  1. Toutius « reizaouer-meur ar vroad ? » D’Arbois, Noms gaulois, p. 15.