Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/132

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

bour ha kement a oa en e gerz. E kember an Albis hag ar Sala, da evezia penn an draonienn ma red ar stêr ziweza-man, e voe savet kêr Kondatobriga « krenvlec’h ar C’hember ». Ar re-man eo ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou all a voe savet gant bagad an Taro : Tarvonemeton « neved an Taro » , Sonnokétodunon « krenvlec’h koad an Heol », Orkoritus « roudour ar Penn-moc’h », Akaunon « ar Roc’h », Aresida « nes ar C’hoad », Dubra « an Douriou ».

Ambia ha Kinge [1] eo anoiou an diou vaouez a vagad an Taro a voe skrapet gand Erkuniz. An taol-ze a zesrevellin aman dre ma ’z int-i an diou genta eus ar meuriadou gwirion a gouezas etre daouarn an Estren. Nemet, evurusoc’h eget meur a hini eus o diskennadezed war o lerc’h, e voent dieubet gand o c’hrenvroïz nebeudig goude ma voent bet skrapet. Berr-berr e voe an dalc’hidigez anezo ha ne vanas warno da heul na mez na saotr. Salo ha yac’h e voent digaset gand o friedou en-dro d’o logellou, da vriata eno, e-kreiz barrou o levenez, o daou vugelig o doa lezet er gêr hag a lenve d’o mammou. Setu aman an danevell evel ma teu gant tud Lugidunon war ar Viadua.

Antronoz skrapadeg ar saout gand Erkuniz, an diou vaouez yaouank, a zo bet ano anezo, a oa aet, kerkent hag an deiz, dre greiz ar gwez haleg, war glann ar stêr, d’en em walc’hi ha da c’houronkedi. Deut ez oa ganto o ounnered moumoun, o c’herniel livet e glas, o devoa-i savet hag a vane dalc’hmat en o c’hichen ouz o heulia dre ma ’z aent. P’en em gavjont er c’houronklec’h, plac’h ebet all n’oa digouezet eno c’hoaz, rak a-vec’h ma tarze an heol. Ken didud ha ma tiskouezent beza n’oa ket glannou ar stêr avat, digaset m’oa bet di gant doueed ar Skaled eur vag vras pilprennek, enni daouzek Erkuniad, ouz o ren eur pengadour bleo-melen. Al lec’h-ze eus ar stêr, glan ha dizoun an dour ennan ha traezennet-moan ar strad anezan, o doa klevet

  1. Ambia, ano-plac’h war eun enskrivadur eus an Alpou ; keferata ambio- gand an iwerzoneg koz imbe « moger-zouar, savenn, kleuz en-dro d’eur park pe d’eun ti », D’Arbois, Noms gaulois, p. 35-6. — Kinge « ar gerzerez », ano-plac’h war eun enskrivadur eus Galia, ibid. p. 43.