Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/123

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

graet ganto breman, en enezennou an Hanternoz, war-dro ar roenvadegou sakr hag al lidou-azeuli. Savet war an elerc’h ec’h argasas mihien Vomoros o enebourien a-dreuz d’ar mor, beteg en enez Albio, ma tiskennjont enni ha ma kemerjont kêr Sitomagos [1].

Etre an holl ouennou roueel deut eus ar vro-Wenn, gouenn Vomoros he deus en em ziskouezet dreist dre he doujans ouz an doueed. Hi eo he deus golôet Baltia hag an enezennou er reter da Valtia gand an nevedou ker brudet, red ha ma ve ez eus ano anezo en hen-zanevellou hag a oa dreist da re brôadou all Keltia dre o niver, dre binvidigez o listri aour, o arouezintiou aour, o c’horniou aour hag o arrebeuri. An anavezeta eus an nevedou-ze ez oa an hini a oa bet savet e Sonnobriga. Eur grec’hienn uhel ez oa-hi, graet a vein hag a zouar bet krugellet en o fez gand ar baotred hag ar merc’hed digaset di gant Rânakos, ar marc’h kalloc’h. Teir savenn a oa war ar grec’hienn-ze [2]. En drede, war ar gern uhela anezi, e save ti ar santual. Bez’ e weled ennan, e-touez meur a dra all dedennus d’ar sellou, penn balzamet Momoros, e gaoter hag e delenn. E-harz ar grec’hienn e tarze eun eienenn, en-dro d’ezi bodou kelvez ruz-moug a zouge, war eun dro, bleunv, frouez ha deil. Dibaouez e koueze an deliou diouto en dour sioul ha splann, o wiska anezan en eur vantell-roue. Neb a eve eus dour an eienenn, ar ouiziegez hag an awen a zeue d’ezan [3].

Sonnobriga « krenvlec’h an Heol », Sonnonemeton « neved an Heol », Devovidus « gwezeg an Doueed », Markobriga « krenvlec’h ar Marc’h », Vindokladia « ar C’hleuziou gwenn », Dervomagos « tachenn an Dervenn », Roudion « glad Roudos », ar re-ze eo anoiou ar c’hrenvlec’hiou hag ar c’hêriou a zo bet savet gant Momoros hag ar vibien anezan e Baltia hag en enezennou er reter da Valtia.

  1. Henchadur Antoninus Augustus. Hizio Dunwich, Suffolk, D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 268.
  2. Montelius, Temps préhistoriques, pp. 120-121. Arrebeuri aour santualou an Hanternoz da vare an armou arem, ibid., pp. 120-1, 192-3 (skeudennou).
  3. Bodley Dindshenchas, Nn. 20, Rev. celt., XV, p. 457.