Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/113

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

gand an avel hag ar froudou-mor war aod kornog enez Albio, e beg-douar Belerion, ma ’z oant aet dioutan. Hag, a-c’houdevez, bemdez e c’heller adgwelout hevelep taol. Dont a ra an teir alarc’hez er mor, da c’houlou-deiz, o hir-striva da ziraez an aod eneb. An alarc’hez wenn, er penn anezo, a boagn da denna d’he heul he diou geneilez. Hec’h-unan-penn e c’hallfe tremen, nemet n’houl ket dilezel an diou alarc’hez du. Ha, d’an noz, o gweler, faez ha keuziet-holl, distrôet d’o c’hiz pella gand ar c’has-mor hag an aveliou.

An dud vin-du eus beg-douar Belerion ha bro ar Staen, merzet ganto troiou pemdeziek an teir alarc’hez, o spias meur a wech war o distro. Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traez hag ez oa anezo teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-maro, a gemere troad en aod, en eur waska o bleoiou melen glebiet-holl gand ar c’hoummou. O gwelout a rejont o klask kregin-mor war ar c’herreg hag er poulladou war-lerc’h al lanvez, hag en em veva diouto ; o tastum tammou keuneud diwar ar penseou taolet d’an aod gand ar gwagennou hag enaoui eun tan anezo war eur roc’h e-harz an tornaod, ha hi hepred he fenn a-us d’al lano-mor. Eno, souchet start an eil ouz eben, e tomment o izili hag e tiskuizent ken an hanternoz. Da daol hanternoz e tirede a bep tu êrevent drouk an Amc’houlou, ar speredou dic’hlan a sav eus doun an Islonk, an teuziou lik bouc’hzremmek, gavrpennek, tarvenebek, a ziskenn eus meneziou al loar [1]. O kregi en diou eus an teir flac’h e klaskent o zenna ganto. An deirvet neuze, d’ezi eur gouriz arem hag eur gourgleze, a zic’houine hec’h arm hag en em daole da skoazell he diou geneilez. O diframma a rae a-dre an daouarniou gadal o devoa o skrapet, e harze outo o embregerez hudur ; neuze o digase en-dro d’an tan hag, o warezi anezo gant he c’horf, o difenne a-hed an noz, he gourgleze en he dourn. Hec’h-unan-penn e stourme ez kadarn ouz an hedou dalc’hmat nevezet eus armead orgedus an Amc’houlou. Kerkent ha damskleur ar goulou-deiz e steuzie ar speredou o tec’hout en-dro d’o faou. An teir flac’h, gwasoc’h distronket eget biskoaz, o krena gand ar

  1. D’Arbois, Cycle mythologique, pp. 104-5, 202-4 ; Journal des Savants, 1909, p, 110. — Diodôros, II, 47 (meneziou al loar).