Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

lakaat ho poan da zavetei hoc‘h ene, ha kas araoz-hoc’h oberiou mad d’ann env, eget ne d-eo fisiout e nerz ar re all. Mar d-oc’h breman lezirek e-kenver ar pez a zell ouz-hoc’h, piou a lakai he boan evid-hoc’h enn amzer da zont ? Breman ann amzer a zo mad dreist.

Setu breman ann amzer vad, setu breman deiz ar zilvidigez. Na gwasa tra evid-hoc’h, siouaz, koll ann amzer, pa hellfac’h he lakaat da dalvezout evit gounid ar vuez a bado da viken ? Amzer a vezo, e c’houlennot eunn heur evit distrei war ann hent mad, ha ne ouzoun ket hag hi a vezo roet d’e-hoc’h.

6. — Allaz, va mignoun ker, dioc’h pebez spount, dioc’h gwasa tra ec’h hellfac’h en em viret, ma ho pe bepred aoun rak ar maro, ha ma vec’h bepred war evez ! Likit breman ho poan da veva ker mad, ma ho pezo muioc’h a abek da veza laouen eget da gaout aoun, pa zeuio ar maro.

Diskit breman mervel d’ar bed, evit mac’h hellot neuze beva gant Jezuz-Krist ; diskit breman ober fae euz a gement tra zo, evit mac’h hellot mont rag-eeun da