Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
I LEVR. — XXII KENTEL.

stard war-n-ezho, neuze ec’h anavezint, diwar ho c’houst, pegen dister oa, hag evel netra zo-ken, ana traou a zo bet karet gant-ho.

Sent ann Aotrou Doue hag holl servicherien Jezuz-Krist n’ho deuz great van e-bed euz a blijaduresiou ar c’horf nag euz ar pez a ioa brudet e-touez ann dud. Trei a reant ho ene war-zu ar madou a bado da viken. Gant aoun na zeuche karantez ann traou krouet d’ho flega war-zu ann douar, ne c’hoantaent nemet traou ann env, ann traou ne hellont ket mont da goll, ann traou ne hell al lagad da welet.

5. — Arabad eo d’e-hoc’h, va breur, koll fizians ; amzer zo c’hoas da vont war wellaat. Perak e taleit-hu da ober ar pez hoc’h euz lavaret ? Savit hep dale pelloc’h, enn eur lavaret : Pred eo labourat breman, pred eo stourm, pred eo gwellaat va buez. Er mare m’hoc’h euz poan hag enkrez, neuze ema ann amzer da zastum madou evit ann env.

Red eo d’e-hoc’h mont dre ann tan ha dre ann dour, a-raok mont d’ar freskadurez. Ma ne waskit ket war-n--