Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
I LEVR. — XXII KENTEL.

evel a fell d’e-hoc’h ? Piou en deuz pep tra evel ma kar ? Ne d-eo ket c’houi, na me, na den a gement zo war ann douar.

Pep den er bed-man, ha pa ve Pab pe Roue, a c’houzanv a-wechou eur boan pe eunn enkrez-bennag. Piou eo ann den eurusa ? Ann hini, hep mar e-bed, a hell gouzanv eur boan-bennag dre garantez evit Doue.

2. — Kalz a dud sempl ha diskiant a lavar : Easa den eo hen-nez ! Peger pinvidik eo, peger gallouduz eo, peger braz ha pegen enoret eo !

Sellit oc’h madou ann env, hag e welot ne d-eo netra ar madou a dremen ; ne d-int nemet eur beac’h, ne zigasont nemet poan spered, o veza ma troont evel ann avel, ha ne c’heller ket ho c’haout heb aoun d’ho c’holl. Ne d-eo ket madou e-leiz a laka ann den da veza euruz ; a-walc’h eo dezhan kaout etre daou.

E gwirionez buez ar bed-man ne d-eo ken nemet enkrez. Seul vui e fell d’ann den beza distag dioc’h traou ann douar, seul vui a ze e kav c’houero ar vuez, dre ma wel skleroc’h dre-ze peger fall eo ann dud, ha pegen douget int da fazia.