Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
I LEVR. — XX KENTEL.

spered, penn-abek ann holl dorfejou ha kement tra fall zo. Rak-se e lavare gwechall-goz ar brofed David : Eat ounn war dec’h pell dioc’h trouz ar bed. Neuze ann ene didrouz a zelaou ann Aotrou o komz out-han. Komziou Doue zo ker c’houek, ken dudiuz, ne fell mui d’ann ene klevet nemet he vouez hepken, beteg ann deiz ma vezo Doue dizoloet a zira-z-han ha ma vezo gwelet enn env evel m’ema.

Enn abek d’ar feiz gristen, kalz a dud dioc’h ann dibab, a zo en em dennet gwechall el leac’hiou pell hag ho deuz dilezet a-grenn ar bed. Fae a reant euz ar plijaduresiou, euz ann enoriou, euz ar madou ; dilezel a reant pep tra hag ivez ho c’herent, Kement-se holl a ziskouez d’e-omp peger glann oa ho buez ; hevel e tlie beza ouz hini ann elez enn env. Evit gwir ar gristenien holl n’int ket galvet da zevel evel-t-ho ; gouzout a dlefent evelato distaga ho c’haloun dioc’h tregas ha dioc’h trouz ar bed, evit komz oc’h Jezuz-Krist hag en em denna enn-ho ho-unan, sioul ha didrouz dira-z-han. Er Stad santel-ze e vezint distroet dioc’h prederiou ann douar ha troet oc’h traou ann env ; neuze ive ho devezo kas oc’h kemend a dremen, hag e vezint er bed evel pa ne vent ket enn-han. Er stad euruz-ze e c’hoarvez hed-da-hed gant ar c’hristen mad ar pez a lavare ann Abostol : Hor buez a zo kuzet gant Jezuz-Krist e Doue.