Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
I LEVR. — XX KENTEL.

m’ho devoa re a fisians enn-ho ho-unan. Rak-se ez eo mad da galz a dud ne vent ket miret a-grenn dioc’h ann temptasionou ; eunn dra vad eo e vent gwasket hag enkrezet a-wechou, gant aoun na zeufent d’en em brizout re ha da gaout re a fisians enn-ho ho-unan ; gant aoun ive na zeufent da drei easoc’h oc’h frealzidigez ann dud.

O ! na peger glann e ve ene ann hini ne glaskfe nep-tro ar plijadureziou a dremen, ha ne ve morse touellet gant traou ar bed ! Na peger braz e ve peoc’h ann hini a zilezfe ann traou ne dalvezont netra, evit lakaat he holl fisians e Doue hag evit sonjal hep-ken e traou ann env hag enn he zilvidigez !

5. — N’euz den a ve mad a bep hent da gaout frealzidigez Doue, ma ne d-eo ket boaz a bell zo da gaout eur c’hlac’har santel euz he bec’hejou. Mar fell d’e-hoc’h kaout ar gwir c’hlac’har, glac’har ar galoun, en em dennit enn ho kampr, pell dioc’h trouz ar bed, evel ma’z eo skrivet : Ho pezet atao keuz euz ho pec’hejou, hag ive pa vezit enn ho kwele.

Enn ho ti e kavot ar pez a gollit aliez