Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
I LEVR. — XX KENTEL.

amzer, ha lennit kentoc’h al levriou mad da c’hlac’hari ho kaloun, eget ar re ne d-int nemet evit divuz ho spered.

List ar c’homziou hag ann traou all ne dalvezont netra ; distroit ho tiskouarn dioc’h neventiou ha keleier ar bed ; neuze ho pezo amzer a-walc’h da ober pedennou a galoun. Ar zent vrasa a dec’he, muia mac’h hellent, dioc’h darempred ann dud ; gwell e oa gant-ho beva ho-unan gant Doue.

2. — Enn amzer gwechall eunn den fur en deuz lavaret : Ken aliez gweach ma’z ounn bet e-touez ann dud, pep gweach ez ounn distroet d’ar gear disteroc’h den eget na d-oann diagent. — Ni a oar ervad ez eo gwir kement-se, dreist pep tra pa vezomp bet pell amzer o tiviz etre-z-omp. Easoc’h eo tevel a-grenn, eget ne d-eo choum hep komz re.

Easoc’h eo d’ann den choum he-unan er gear, eget ne d-eo en em viret dioc’h pec’hed, pa vez er-meaz e-mesk ann dud. Ann hini eta a fell d’ezhan lakaat he boan da zont da veza

distag dioc’h kement tra krouet zo ha da

2***