Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ket stard he venosiou pe n’en deuz dibaot hini ?

Koll a reomp hor menosiou mad e meur a zoare ; koulskoude ez eo noazuz peurliesa choum hep ober ann distera tra a zo gourchemennet d’e-omp. Ann dud fur ha mad ho deuz atao fisians e gras Doue, hag a harp ho menosiou mad war-n-ezhi kentoc’h eget war ho furnez ho-unan. Ann den a c’houlen, Doue avad a ra, hag ann den ne d-eo ket mestr war he hent.

8. — Mar teuomp a-wechou, dre garantez oc’h Doue, pe evit mad hon nesa, mar teuomp da lezel heb ober ar pez omp boaz da ober bemdez, ne vezo ket diez d’e-omp kaout hon digoll divezatoc’h. Mar teuomp d’ho dilezel a-grenn hep gwir abek, dre ziegi pe dre zic’hoantegez, leac’h zo neuze e vemp tamallet, hag e vezo se eur c’holl braz evid-omp.

Greomp gwella mac’h hellomp ; daoust da ze e faziimp aliez e meur a dra. Koulskoude e tleomp sevel eur ratoz vad-bennag, dreist-holl a enep ar pez a harz muia ouz-omp. Bez’ e tleomp