Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

en em zerc’hel stard evel-se beleg ar maro.

Euruz eo ann hini en deuz bevet ervad eno ha bet eno eur maro santel ! Mar fell d’e-hoc’h choum stard enn ho stad ha mont war gresk er mad, e tleit kredi n’oc’h war ann douar nemet eunn divroad hag eunn tremeniad. Red eo d’e-hoc’h, dre garantez oc’h Jezuz-Krist, beza lekeat den diskiant hervez ar bed, mar fell d’e-hoc’h beva e gwir vanac’h.

2. — Ar wiskamant hag ar gern ne dalvezont nemeur ; dre wellaat he vuezegez, dre drec’hi he wall-ioulou eo e teu ann den da veza eur gwir vanac’h. Ann hini a glask eunn dra-bennag all oc’h-penn Doue hag oc’h-penn silvidigez he ene, hen-nez ne gavo nemet enkrez ha poan. Ne hell ket ken-nebeut beva pell e peoc’h, ann hini ne laka ket he boan da blega d’ann holl ha da veza ann distera enn ho zouez.

3. — N’eo ket evit ober ho mestr, evit servicha eo oc’h deuet ; gwezit er-vad n’eo ket evit diviz etre-z-hoc’h hag evit beza vak war-n-hoc’h eo oc’h bet