Me ho trugareca, va Doue, evit ar c’hras am eus bet diganeoc’h da glevet an ofern. Pet hini all n’ho deus ket bet an eur vad-se ! Pardoun a c’houlennan evit ar mankou am be bet enni, o veza dizonj a digalon dirazoc’h, va Doue, gras d’in dre an ofern-ma, da veza didamal evit an amzer dremenet, a crevoc’h en amzer da zont. Sonj am bezo eus ho trugarez ; gant sicour ho cras, me lacaio evez mad, evit na gouezo comz ebet diganen, evit na rin, na zonjin netra ac a rafe d’in coll ar frouez ac ar merit eus va ofern. Evel-se bezet great.
An hini a gavfe re hir ar pedennou-se, a c’hellfe lammet dreist lod anezo evlt mont da heul ar Beleg, ac evit caout amzer da zonjat muioc’h. Evit selaou mad an ofern, n’eus ket a bedennou taillet da rencout lavaret tout anezo : peb hini diouz he ziviz ac he zevotion ; ar memes tra evit ar pedennou zo ama varlerc’h.