Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/601

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
589
AN OFERENN.



AN ABOSTOL.


Va Doue, roet oc’h eus d’in an anaoudegez eus ho lezen, ac eleiz a vroadou tud a zo c’hoas hep an anaoudegez-se. Gant resped a carantez e selaouin ho comzou sacr, ac e sujin a galon vad d’oc’h oll gourc’hemennou santel.

Va Doue, ma vize va c’halon e doare calonou ar Batriarchet ac ar Brofetet eus al Lezenn genta ! Ah ! ma vizen eveldo astet da velet ac’hanoc’h o tont, ma vize va c’harantez cre a tener, evel carantez hoc’h Ebestel !


AN AVIEL.


Ne d-eo mui ar Brofedet nac an Ebestel eo am c’helenn en dro-ma : ho Mab unic eo, va Doue, a zesk d’in an Aviel. Allas ! petra dalvezo d’in credi ho comzou, ma ne zentan ket outo !

Va Doue, credi a ran ferm ann oll virioneziou a ziscleriit d’eomp : roit ar c’hras d’in ac an nerz da heulia va c’hreden, o veva ervez an Aviel.


CREDO.


Credi a ran en un Doue ebken ; credi a ran e Doue an Tad oll-c’halloudec, en deus eus a netra great ar bed-ma ; credi