Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/544

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
532
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

tud fur ha list da vont e-biou pep enkrez ha pep poan spered, rak miret a reont oc’h kras Doue da zont beteg enn-hoc’h, ha dizec’ha a reont ar feiz enn hoc’h ene.

Diwallit na bellafac’h dioc’h ann daol zantel, pa c’hoarvez gan-e-hoc’h eunn enkrez pe eur boan vihan-bennag ; bez’ e tleit kentoc’h a ze mont da govez ha disteurel a galoun vad diwar ar re all kement drouk ho deuz great d’e-hoc’h. Mar hoc’h euz gwall-c’hreat e-kenver eur re-bennag, goulennit trugarez gant eur galoun izel, ha Doue a vezo eaz d’ezhan kaout trugarez evid-hoc’h.

4. — Na petra dal d’e-hoc’h dale pelloc’h da vont da govez ha da dostaat oc’h ar goumunion ? Netait hoc’h ene, ar c’henta ’r gwella, taolit al loustoni er-meaz anezhan, kemerit affo al louzou mad ; neuze e wellaio d’e-hoc’h buhanoc’h eget pa ho pije daleet pell amzer. Mar pellait hirio evit ann dra-man-dra, warc’hoaz marteze e c’hoarvezo gan-e-hoc’h eunn dra-bennag all gwasoc’h c’hoaz. Evel-se ec’h hellfac’h choum pell amzer hep koumunia, ha beza douget