Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/535

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
523
IV LEVR. — IX KENTEL.

Krist, rak o veza ma’z omp ann izili euz a eur c’horf hep-ken, da lavaret eo korf Jezuz-Krist, kement poan a zeu d’hon enkrezi, a zeu ive d’he enkrezi he-unan. Dre-ze hor poaniou a zeu da veza evel ma vent gloasiou Jezuz-Krist he-unan.

Va Jezuz, en em ginnig a rann war-eunn-dro gan-e-oc’h, kinnig a rann kement zo ac’hanoun, setu me war ann aoter. Skoit, Aotrou, peur-achuit ar zakrifiz ; kasit da netra enn-oun kemend a zell oc’h ann den-pec’her ; kasit da get enn-oun gwall c’hoantegesiou ann douar, pep karantez direiz hag ive ar skianchou a ro nec’h d’in ; kasit da netra enn-oun ar c’horf-man n’eo nemet pec’hed. Sevel a rinn neuze va daoulagad war-zu ho Kroaz enn eur lavaret : Pep tra zo peur-c’hreat.




NAVED KENTEL.


Bez’ e tleomp en em rei da Zoue gant kement tra hon euz, ha pidi Doue evit ann holl dud.


1. — Ann ene mad. — Aotrou, d’e-hoc’h eo kement tra zo enn env ha war ann douar. Me a fell d’in en em rei d’e-hoc’h a galoun vad, me a fell d’in beza d’e-hoc’h da viken.