Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/525

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
513
IV LEVR. — VII KENTEL.

vrasa, gant eur feiz kre ha gant ar c’hoant santel da enori Doue.

Evesait piz ouz ho koustians ha, dioc’h mac’h hellot, netait anezhi dre eur gwir c’hlac’har ha dre eur govesion great gant eur galoun izel, enn hevelep doare na vezo enn ho kaloun netra a gemenn a lakafe da zevel rebech enn-hoc’h, nag a hellfe miret na dostafac’h oc’h ann aoter gant eur galoun distag dioc’h pep tra. Ho pezet eur gwir c’hlac’har euz ho pechejou holl, hirvoudit ha gouelit dreist pep tra war ar pec’hejou a rit bemdez, ha mar hoc’h euz amzer a-walc’h, ansavit da Zoue, e gweled ho kaloun, ann holl enkresiou a zigas d’e-hoc’h ho kwall-ioulou.

2. — Hirvoudit o veza ma’z oc’h c’hoaz ken dalc’het gant plijaduresiou ar c’hik ha ken touellet gant traou ar bed ; hirvoudit o veza ma’z oc’h ker laosk da drec’hi ho kwall-ioulou ha ma hoc’h euz ken aliez a c’hoantegesiou direiz.

Hirvoudit o veza ma n’oc’h ket war evez e-kenver ho skianchou a-ziaveaz ha ma’z oc’h sparlet ken aliez a weach gant

pep seurt faltaziou ; o veza ma’z oc’h ken

15*