Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

he raok, kerkent ha ma teu da glask digor.

Eunn den zo en deuz lavaret gwechall-goz :
Trouc’hit ar c’henta drouk ; da zistaga ’r c’hlenved
Eul lousou divezad n’en deus galloud e-bed.

Ne zeu da genta er spered nemet eur sonj fall hep-ken ; war he lerc’h e teu eur faltazi gre ; goude e teu ar blijadur, ann direizamand hag aotre ar galoun Evel-se ann drouk-spered a ia nebeut a nebeut bete gweled ar galoun, pa ne zalc’her ket penn out-han da genta. Seul vui ma tale ann den digaloun da stourm, seul dinersoc’h a ze e teu bemdez, seul krevoc’h ive e teu bemdez ann aerouant enn he enep.

7. — Tud zo hag a vez enkrezet gwasa gant ann temptasionou, pa vezont a nevez zo en em roet da Zoue ; re all goude beza he servichet pell amzer. Hiniennou zo n’ho deuz, kouls lavaret, peoc’h e-bed hed ho buez; lod all ne d-int temptet nemet eunn nebeut, hervez ma’z eo bet lekeat gant furnez ha gant barnedigez ann Aotrou Doue ; hen eo a bouez ann dud dioc’h ma talvezont, hag