ket evit c’hoantegesiou ar c’horf eo e tostaomp oc’h sakramant ann Aoter ; tostaat a reomp out-han dre m’hon euz eur feiz kre, eur fisians vraz hag eur gwir garantez.
10. — O va Doue, Krouer ar bed, Doue n’euz den evit he welet, na peger braz eo ho trugarez enn hor c’henver ! Na peger braz eo ho madelez hag ho karantez evit ar re hoc’h euz great ann dibab anezho, rak, en em ginnig a rit hoc’h-unan d’ezho da vagadurez er zakramant sakr euz ann Aoter ! Ann dra-ze, Aotrou, a zo enn tu all da spered ann den ; ann dra-ze a denn war-zu enn-hoc’h kaloun ann dud a feiz hag a zoujans Doue, hag a c’houez enn ho ene tan ho karantez. Rak ho servicherien feal, ar re a laka, hed ho buez, ho foan holl da veza gwelloc’h-gwella, ar re-ze dre ma tostaont oc’h sakramant sakr ann Aoter, ho deuz aliez grasou a gresk enn-ho ho feiz hag ho c’harantez evit ar mad hag ar furnez.
11. — O gras huel ha kaer-meurbed kuzet er zakramant ! Evit he anaout ervad n’euz nemet gwir servicherien