Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/474

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
462
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

de-ze, likit enn ho spered emoc’h dirak daou c’hemend all a grouadurien hag oc’h-penn c’hoaz. Sellit piz petra eo, e skoaz Doue ann envou, ann holl grouadurien-ze peger mad-bennag ec’h hellfent beza. Neuze e welot ne d-int netra. Eunn dudi oa evid-oun, eme-z-han, kreski em spered ann niver euz ar grouadurien-ze, ha gwelet anezho, ker kaer ha ma’z oant e-kreiz ho holl c’hloar, o vont buan-buan da netra, rak-tal ma teue Doue d’en em ziskouez dira-z-ho. Hag o welet ez oa Doue enn-oun muioc’h c’hoaz eget na oann va-unan enn-han, e tridenn holl gant eul levenez dreist pep levenez ; ne oann ket evit lakaat em spered ec’h helle eunn den sonjal enn traou krouet pa oa Doue enn-han hag e pep leac’h er-meaz anezhan. Eunn dudi oa evid-oun anaout n’euz nemet Doue a zo a viskoaz hag a vezo da viken ; anaout n’euz nemet Doue a vezo bepred ann hevelep hini, anaout n’euz nemet Doue a zo braz-meurbed. E gwirionez pa lavarann : Em Doue pep tra a zo Doue, neuze kemend a zo enn-oun a ioa entanet gant eur garantez ker braz ma kave d’in e tec’he-kuit a-zira-z-oun ann holl grouadurien ; neuze e kave d’in n’am bije mui hiviziken sonj all e-bed nemet e Doue hep-ken. Ne oufenn ket lavaret petra oa va levenez, pa welenn