d’am difenn hoc’h-unan, ne dalvezfe netra d’in kaout kalz a vignouned ; ne ve den galloudek a-walc’h evit va difenn ; ne ve den fur a-walc’h evit rei aliou d’in ; ne ve leor e-bed, peger mad-bennag e ve, evit va frealzi ; ne ve tenzor braz a-walc’h evit va zenna a boan ; ne ve leac’h distro a-walc’h evit va diwall.
4. — Rak kement tra a zigas ar peoc’h hag ann euruzded, war menoz ann dud, kement-se holl ne d-eo netra hep-z-hoc’h, hag e gwirionez ann traou-ze holl ne hellont ket hor lakaat da veza euruz. Enn-hoc’h eta ema ann holl vadou, enn-hoc’h ar gwir vuez, ar gwir wiziegez. Ar frealzidigez vrasa euz ho servicherien eo kaout enn-hoc’h muioc’h a fisians eget e kement tra zo.
Va daoulagad a zo savet war-za enn-hoc’h, enn-hoc’h ema va fisians, o va Doue, Tad leun a drugarez ; grit ma vezo va ene santel, ha binnigit anezhan gant ho pennoz a skuillit euz ann env, evit mac’h hello ho tigemeret evel ma’z eo dleet, evit ma teuio da veza ann tron euz ho kloar da viken. Grit ann dra-ze evit