Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
439
III LEVR. — LVI KENTEL.
Doue ! Peoc’h d’ar re zo izel ho c’haloun ! Peoc’h er bed-man ; ha goude, ra ho devezo enn envou ho gwalc’h euz a c’hloar !
C’HOUEC’HVED KENTEL HAG HANTER-KANT.
Red eo d’e-omp en em zilezel hon-unan hag heulia skouer Jezuz-Krist enn eur zougen hor groaz ni ivez.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, seul vui ec’h hellot tec’het diouz-hoc’h hoc’h-unan, seul dostoc’h a ze e viot ouz-in-me. E-c’hiz ma’z eo braz ar peoc’h e kaloun ann hini ne c’hoanta netra a-ziaveaz, evel-se ive ann hini en em zilez he-unan a zo a-unan gant Doue.
Bez’ e fell d’in e teskfac’h en em zilezel a-grenn hoc’h-unan, evit ma teuot da blega hep klemm hag a galoun vad da gement tra a falvezo d’in. Deut d’am heul, me a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez.
Me a zo ann hent a zo red d’e-hoc’h kerzet enn-han ; me a zo ar wirionez a dleit