Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
I LEVR. — XI KENTEL.

penaoz ec’h hellot-hu en em drec’hi enn traou a zo diesoc’h ?

Harzit mad oc’h ho kwall-ioulou pa zihunont, ha torrit ho poasiou fall, enn aoun ne bounnerafent ho peac’h nebeut a nebeut. O ma oufac’h peger braz e ve peoc’h hoc’h ene, ha pegen euruz e ve ar re all mar karfac’h beva ervad, neuze ho pe, me gred, muioc’h a aket da greski ho santelez !


EVIT HOR C’HELENN.


Gan-e-hoc’h e lezann va feoc’h d’e-hoc’h e roann va feoc’h ; gwelloc’h eo eget ar peoc’h a ro ar bed, eme Jezuz-Krist. Pebez madelez ! Pebez karantez ! Pebez kelennadurez !

Ann dud holl a gar ar peoc’h ; ra ouezint ’ta ez euz diou beoc’h war ann douar : peoc’h Jezuz-Krist ha peoc’h ar bed. Ar bed a lavar d’ann den a-wechou : da galoun zo reustlet gant c’hoant ann enoriou ; sao, sao, en em huela bepred ; da galoun zo krignet gant c’hoant ar madou ; dastum anezho a c’hrac’hel, na choum morse da ehana. A-wechou all e lavar : da galoun zo krignet gant c’hoant ar plijaduresiou, en em ro holl da wall-ioulou da gorf, oc’h ober evel-se ez pezo ar peoc’h. Gaouiad