Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/440

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
428
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

c’hounid hag evit he vad he-unan, ne oufe ober tra evit netra ; evit kemend a ra e kred en devezo kemend all hag oc’h-penn, e kred en devezo meuleudiou pe eur mad all-bennag. Bez’e fell d’ezhan e ve great kalz a stad euz ar pez a ra hag euz ar pez a ro. Ar c’hras avad ne glask ket ann traou a dremen gant ann amzer, ne c’houlenn d’he digoll nemet Doue hep-ken, ne c’hoanta ken e-touez ann traon krouet nemet ar pez a zo red evit he c’has da gaout ar madou a bado da viken.

14. — Ann den a gar kaout kalz a gerent hag a vignouned, en em vugadi a ra diwar-benn he renk huel ha diwar-benn he wenn ; lakaat a ra he boan da blijout d’ar re vraz ha d’ar re binvidik, meuli a ra ar re a zo hevel out-ban. Ar c’hras avad a gar he enebourien, c’houeza ne ra ket enn abek d’he mignouned a zo eur maread anezho ; ne zalc’h nep stad euz ar renk nag euz ar wenn enz ann dud, nemet gwelloc’h eget ar re all e vent.

Ober a ra muioc’h a vad d’ar re baour eget d’ar re binvidik ; muioc’h a druez e deuz oc’h ar re zo direbech ho c’haloun