Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/434

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
422
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hoc’h-unan, ken evit ho mad hoc’h-unan, ken evit madou ar bed-man.

Diwar ar garantez fall-ze en deuz ann den evit-han he-unan, eo e sao enn he galoun ann darn vuia euz ann techou fall a zo rankout d’ezhan trec’hi ha dic’hrisienna anezho. Mar teu da ober penn out-hi, mar teu da gas anezhi da netra, rak-tal e vezo braz ar peoc’h enn he ene.

Ne d-euz nemeur a dud, siouaz, a gemend a laka ho foan holl da vervel d’ezho ho-unan ha da zisc’hrisienna a-grenn ho zechou fall ; dre-ze ne hellont ket beza treac’h d’ar c’hik na sevel, ho spered dreist-ho ho unan.

Ann hini eta a fell d’ezhan kerzet gan-en-me er gwir frankiz a galoun, a zo red d’ezhan stourm oc’h he dechou fall ha distaga he galoun dioc’h pep tra krouet.


EVIT HOR C’HELENN.


N’euz den evit servicha daou vestr ; rak, pe e karo unan anezho hag en devezo kasoni oc’h egile, pe e talc’ho stad euz ann eil hag e raio fae war egile. N’omp ket eta evit servicha war-eunn-dro Doue hag ar bed. Buez eur c’hristen mad a