Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
408
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

skourjez a-ziouc’h va fenn, hag ho kwalen o kelenn ac’hanoun.

6. — En em lakaat a rann etre ho taouarn, Tad muia karet ; plega a rann dindan ho kwalen a gastiz. Skoit war va diouskoaz, skoit war va fenn evit ma teskinn eeuna, hervez ma plij gan-e-hoc’h, ar pez ne d-eo ket eeun enn-oun.

Plijet gan-e-hoc’h e teufenn da veza eunn diskibl leun a zoujans Doue hag izel a galoun, eunn diskibl hevel oc’h ar re a ouzoc’h da ober, evit ma kerzinn e pep tra hervez ma plijo gan-e-hoc’h. En em lakaat a rann etre ho taouarn, me ha kement zo enn-oun, evit ma plijo gan-e-hoc’h va c’hastiza, rak gwell eo gan-en beza kastizet er bed-man eget er bed all.

Bez’ ec’h anavezit pep tra ha kement zo, hag ive ann traou ar re guzeta e kaloun ann den. Bez’ ec’h anavezit ann traou a zo da zont abars ma vezont bet great ; n’hoc’h euz neb ezomm e teufe den e-bed da gemenn pe da lavaret d’e-hoc’h petra a c’hoarvez war ann douar. Gouzout a rit petra a zo mad evit