dleet d’hor pec’hejou ; dre-ze ive Doue a ziskouez he drugarez hag he c’hloar.
Pec’herien ma’z omp, hor lod ivez a dleomp da gaout e poaniou ann hini en deuz dasprenet ac’hanomp. Diskibien da Jezuz-Krist, bez’ e tleomp kerzet war-lerc’h hor Mestr hag hor Skouer, enn eur zougen ar groaz : bez’ e tleomp, evel-d-han, eva ar vestl beteg ar berad diveza. Den n’en devezo ar gurunen, anez stourm a-raok. Euruz eo ann hini a c’houzanv ann temptasionou, rak goude m’en devezo gouzanvet, e teuio d’ezhan ar gurunen a vuez a vezo roet gant Doue d’ar re ho devezo karet anezhan. Gortozomp ma seveno Doue he c’her ha bevomp e peoc’h war ann douar. Ar pez ne bad a zo berr, hag ann hini en deuz fisians e Doue ne gav nep tra ziez. Ra zeuio ar menoz-ze da rei nerz d’e-omp pa zeuomp d’en em zigalounekaat. « Endra m’emomp o skei war gerrek ar vuez-man, eme sant Krizostom, dourn ann Aotrou Doue trugarezuz a daol d’e-omp euz ann neac’h fard ann heor a ro d’e-omp fisians d’en em zavetei. Ar re a oar en em zerc’hel stag out-hi, ar re-ze a vezo tennet nebeut a nebeut euz ar mor a boaniou ma’z int beuzet enn-han, hag a vezo savet beteg ann env. »