Ne d-eo ket enn abek d’ho spered na d’ho nerz eo e teu kement-se d’e-hoc’h ; dont a ra dre c’hras Doue en deuz zellet a druez ouz-hoc’h, evit ma’z eot war gresk er mad hag er furnez, evit ma teuot da veza izeloc’h a galoun, evit m’en em lekeot e doare vad da stourm adarre hag evit ma poaniot da veza a-unan gan-en a greiz ho kaloun ha d’am servicha kalounek ha gant karantez.
2. — Va map, aliez e vez tan ruz-glaou, hep moged avad ne weler flamm-tan e-bed o sevel d’ann neac’h. Evel-se ez euz hiniennou hag a zo entanet ho c’haloun dre ar c’hoant da gaout traou ann env, hag ar re-ze evelato n’int ket kuit dioc’h pep temptasion ha dioc’h pep karantez evit traou ar bed.
Rak-se ne labouront ket evit gloar Doue hep-ken e kement tra a c’houlennont ker stard digant-han. Evel-se eo aliez ar c’hoant hoc’h euz evit traou ann env, ar c’hoant-ze a zo ker braz ha ker stard, war ho menoz. Rak n’euz tra vad na glann e-bed, pa vez great evit hor mad hon-unan.