Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/404

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hoc’h ive kaout trugarez em c’henver, kelliez gweach ma savo em spered, e-pad va fedennou, eunn dra all-bennag ha n’eo ket choui eo ; rak ansao a rann e gwirionez ez ounn dievez-meurbed, dre voaz, e keit ha ma pedann Doue. Aliez a weach ne vez ket va spered el leac’h ma vez va c’horf azezet pe enn he za ; bez’ e vezann peurliesa el leac’h ma’z ounn douget gant va sonjezonou.

El leac’h m’ema va spered, emoun ive ; hag el leac’h m’ema ar pez a garann, eno e vez peurliesa va spered. Kenta tra a zeu em spered eo ar pez ounn douget da garet hag ar pez a zo boaz da blijout d’in.

6. — O Gwirionez santel, dre’n abek-ze hoc’h euz lavaret sklear : El leac’h m’ema ho tensor, ema ive ho kaloun.

Mar karann ann env, va spered a dro eaz war-zu traou ann env. Mar karann ar bed, e vezann laouen pa vez euruz ar bed, e vezann keuziet pa ne vez ket euruz. Mar karann ar c’hik, va spered a vez touellet aliez gant ar pez a hillig ar c’hik. Mar karann ar spered, eunn dudi eo evid-oun sonjal enn traou a zell oc’h