ho, hag e tilez nebeud a nebeud Kement tra a vag enn-han doujans Doue : dilezel a ra al levriou santel, ar beden hag he zleadou kristen. Er c’hiz-ze eo e tremen he vuez e-kreiz ar prederiou hag al labouriou, enn eur ankounac’haat ann dra hep-ken a zo red. Ar c’hlenvejou ne d-int ket evit he zihuna, ne zelaou kuzul na kelenn e-bed. Abars nemeur ann ankou a sko hag a stlej anezhan dirak ar Barner-braz : amzer am euz roet d’e-hoc’h, eme-z-han ; pe seurt vad hoc’h eus-hu great ? Na pebez glac’har ! Gwelet a ra enn eunn taol lagad, gwelet a ra en deuz tremenet tregont, daou-ugent pe tri-ugent vloaz e-kreiz traou ar bed ; ne wel netra ken. Evit silvidigez he ene, siouaz d’ezhan, ne oa hano e-bed anezhi. Re zivezad eo breman evit dont da ober netra ; kaer en deuz, stad he ene a zo evel ma vezo da viken.
Mar am c’hredit, sonjit dreist pep tra er pez a bado keit ha Doue. Klaskit da genta rouantelez Doue hag he wirionez ; ha neuze ann traou all a vezo roet d’e-hoc’h oc’h-penn. Mougit enn ho kaloun pep c’hoant evit ann traou a dremen, ho pezet fisians e Doue, na c’hoantait nemet ar pez a blij d’ezhan, nemet evel ma fell d’ezhan ha nemet pa fell d’ezhan e ve. Setu aze ar pez a zigas ar peoc’h enn ene hag ar gwir fisians enn amzer diveza.