Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/358

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ha n’en em stagont ket out-ho ; enn enep, lakaat a reont ann traou-ze da dalvezout evit ar gwella, hervez ma’z eo bet gourc’hemennet gant Doue, hervez ma’z int bet great gant ar Micherour braz. N’euz netra a gemend a zo krouet ha na ve bet reizet mad gant-han.

2. — Ma ne zellit morse oc’h ann traou hervez ann doare anezho, ma na evesait ket gant lagad ar c’horf oc’h ar pez a welit hag a glevit ; mar fell d’e-hoc’h, n’euz fors petra a zo o vont da c’hoarvezout gan-e-hoc’h, mar fell d’e-hoc’h mont hep dale gant Moizez ebars ann Tabernakl da c’houlenn kuzul digant Doue, neuze e klevot a-wechou komziou ann Aotrou, ha pa’z eot kuit ac’hano, e viot kelennet mad war ann traou a-vreman ha war ann traou da zont.

Rak Moizez a glaske bepred ar sklerijen enn Tabernakl, pa veze e mar pe e poan diwar-henn diluia eunn dra ziez-bennag. Trei a reaz ivez ouz ar beden enit derc’hel oc’h kement tra a stourme out-han hag oc’h fallagriez ann dud. Evel-se e tleit en em denna e diabarz ho ka-