benn, herve ho gwall-ioulou. En em zidamall en deuz great a-wechou, gant aoun, mar tavche bepred, na zeuche da veza eur gwall skouer evit ar re zempl.
3. — Na piou oc’h-hu ma hoc’h euz aoun rak eunn den all a varvo evel-d-hoc’h ? Hirio ez euz anezhan ha war-c’hoaz ne vezo mui. Ho pezet doujans Doue ha neuze n’ho pezo aoun e-bed rak ann dud. Na petra eo d’e-hoc’h komziou ha drouk-komziou ar re all ? Muioc’h a zrouk a reont d’ezho ho-unan eget na reont d’e-hoc’h, rak piou-bennag int-hi, ne vezint ket evit miret na vezint barnet gant Doue.
Evid-hoc’h-hu, ho pezet sonj atao euz ann Aotrou Doue ha diwallit na rafac’h dael na klemm. Har kav d’e-hoc’h ez oc’h trec’het a-vreman, mar teu d’e-hoc’h nep dismegans e gaou, arabad eo ez afe drouk enn-hoc’h dre’n abek da ze, gant aoun na zeufe ho kurunen da vihanaat. Kentoc’h e tleit sellet ouz-in : me zo galloudek a-walc’h evit ho tiboania, evit teurel diouz-hoc’h pep mez, pep drouk-komz, hag evit rei da bep-hini hervet he oberiou.