ha d’en em zigalounekaat, a greiz ma’z edont gwella o vont da veza treac’h. O veza ma lekeant ho fisians enn-ho ho-unan ha m’en em brizent re ho-unan, Doue a ia diout-ho evit ho c’hastiza. N’eo ket a-walc’h stourm eunn dervez na daou, red eo d’e-hoc’h stourm e-pad holl zeisiou ho puez. Ann hini a gendalc’ho bete penn ann hent, hen-nez a vezo salvet.
Arabad eo eta d’e-hoc’h lavaret: nag hen zo hirr ar brezel-ze ! N’euz netra hirr pa ne bad ; emoc’h tost d’ar penn diveza, rak ann amzer zo berr, ha traou ar bed a dremen buhan. Abars nemeur, eme hor Zalver, ar bed n’am gwelo mui ; c’houi avad a welo ac’hanoun, o veza ma’z ounn beo ha ma vevit enn-oun-me. Hogen ar spered hag ar Pried a lavar : deut. Neb a glevo kement-se, ra lavaro ivez : deut. Setu emoun o tont. — Evel se bezet great ! deut, Aotrou va Jezuz.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, en em likit gant fisians etre daouarn ann Aotrou Doue, ha neuze n’ho pezo aoun e-bed rak barnedigesiou ann dud keit ha ma vezo hoc’h ene direbech ha glann.