Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
334
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

pep tra a galoun vad ; al labouriou, ar poaniou, ann temptasionou, arth heskinou, ann enkrez, ann ezommou euz ar c’horf, ar c’hlenvejou, ar gwall deodadou, ann tamallou, ar c’hastizou, ar vez, ann dismegans hag ann dispriz.

Dre ann traou-ze holl ez eer war gresk er mad ; dre-z-ho e vez anavezet gwir servicherien Jezuz-Krist ; gant-ho e vez great kurunen ann env. Evit eunn tamm labour, me a roio d’ann den eunn digoll a bado da viken ; evit eunn tamm mez a dremeno buhan, me a roio d’ezhan eur c’hloar ha ne dremeno biken.

3. — Ha kredi a rit-hu e vezo roet d’e-hoc’h atao frealzidigez ann env dioc’h ho tiviz ? Ar zent zo-ken n’ho deuz ket bet atao ar c’hras-ze : gouzanv ho deuz great hep klemm kalz a enkresiou, temptasionou e-leiz ha poaniou stank ; bet ho deuz e pep tra muioc’h a fisians e Doue eget enn-ho ho-unan, rak gouzout a reant ervad ne d-eo netra poaniou ar vuez-man e-skoaz ar c’hloar da zont.

Ha kredi a rit-hu e vezo roet d’e-hoc’h enn eunn taol ar pez n’ho deuz bet