krouet, e leac’h en em deurel hag en em veuzi e karantez Doue a zo ar penn kenta euz a bep mad. Na petra eo ann euruzded, nemet ar Garantez ? Na petra eo ann euruzded dreist-holl, nemet ar Garantez dreist-holl ? Hor c’haloun eta a zo red d’ezhi karet eunn dra dreist kement a zo, me lavar karet Doue ; ne oufe biken kaout he gwalc’h gant nep tra all a gement a zo krouet. Na petra eo ar bed d’in-me ? Pe seurt ezomm am euz-me anezhan ? Petra oufe ar bed da rei d’in ? Brasoc’h eo va c’haloun evit holl vadou ann douar, ha Doue hep-ken a zo brasoc’h evit va c’haloun. Ra vezo eta d’in Doue hep-ken ! Doue hep-ken! Doue hep-ken a-vreman ha da viken. — Evel-se bezet great.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, er vuez-man e viot bepred war var ; armou da grevaat hoc’h ene a vezo red d’e-hoc’h da gaout e peb amzer endra vevot. Enebourien a zo enn-dro d’e-hoc’h ; emint o tarc’hao a zeou hag a gleiz.