eme ann Abostol sant Paol, galvet omp bet gant-han d’ar gwir frankiz a galoun ; pe mar d-eo gwelloc’h, galvet omp bet da anaout lezen ann Aviel, gwir lezen ar gwir frankiz a galoun. Dre-z-hi e vezomp er-meaz euz a zujedigez ann drouk, mar talc’homp mad d’ezhi ; dre-z-hi goude e vezimp kaset evit mad d’ar gwir c’hloar a vezo roet da vugale Doue.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, n’ho pezet nep fisians e stad ho kaloun ; ar stad m’emoc’h enn-hi breman ne bado ket pell ; eur stad all a zeuio buhan war he lerc’h. Endra vevot e viot atao evel-se, petra-bennag a oufac’h da ober. Bez’ e viot a-wechou laouen, a-wechou ankeniet ; gweach e viot e peoc’h, gweach all e nec’h ; breman leun a zoujans Doue, bremaik hep doujans ; gweach birvidik, gweach all lezirek e-kenver Doue ; a-wechou e viot fur-braz, a-wechou all ne
viot ket.
10