a galoun ken aliez gweach ha ma fellfe d’in.
3. — O va Doue, c’houi a zo mad enn tu all d’ar pez a heller da lavaret, grit ma vezo c’houero evid-oun kement frealz a zeu a berz ar c’hik, o veza ma vir ouz-in da garet ar madou a bado da viken ; o veza, siouaz, ne baouez tamm da douella va ene enn eur ziskouez d’in plijaduresiou ar vuez-man.
O va Doue, arabad eo e venn trec’het gant ar c’hik na gant ar goad ; arabad eo e venn touellet gant ar bed na gant he vadou ne badont hirr amzer ; arabad eo e venn divarc’het gant ann drouk-spered na gant he droidellou.
Roit d’in ann nerz am euz ezomm evit derc’hel penn out-ho hag evit gouzanv heb en em glemm ; grit ma kendalc’hinn stard er mad. E leac’h ar frealzidigez a zeu digant ar bed, roit d’in ar frealzidigez dudiuz a zeu digant ho Spered-Santel ; hag e leac’h karantez ar bed, skuillit em c’haloun ar garantez evit hoc’h hano.
4. — Dibri, eva, en em wiska ha kement tra all a zo red d’ar c’horf, kement- -