ounn dare gant ann naoun ? hag hen a ve o veza ma’z ounn diwisket enn noaz, o veza ma’z ounn gwall-gaset hag e-tal da vervel dre ar chleze ? E nep kiz ; treac’h omp d’ann traou-ze holl dre nerz ann hini en deuz hor c’haret. M’her goar ervad, nag ar maro, nag ar vuez, nag an Elez, nag ar brinselezou, nag ar galloudou, nag ann traou a-vreman, nag ann traou da zont, nag ann nerz, nag ann huelder, nag ann dounder, na netra e-bed a gement a zo krouet, netra ne hello distaga ac’hanoun dioc’h karantez Doue a zo e Jezuz-Krist, hon Aotrou.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, me a ziskouezo breman d’e hoc’h hent ar gwir beoc’h, hent ar gwir frankiz a galoun.
2. — Ann ene mad. — Grit ar pez a livirit, Aotrou, rak ho komziou a ra vad d’am c’haloun klevet anezho.