Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
I LEVR. — V GENTEL.

kemm evit den, hag a gomz ouz-omp e meur a zoare. Pa vezomp o lenn ar Skritur sakr, hor c’hoant re vraz da c’houzout pep tra a noaz aliez ouz-omp, dre ma fell d’e-omp klevet ha diviz, pa ve red tremen ha tevel.

Mar fell d’e-hoc’h ober ho mad, lennit gant eur galoun eeun, gant eur galoun leun a feiz ; ne glaskit morse beza prizet evel eunn den gwiziek. Goulennit kuzul a galoun vad, ha selaouit sioul komziou ar zent. Arabad eo d’e-hoc’h ober fae euz a lavariou ar re goz, rak ne brezegont ket heb abek.


EVIT HOR C’HELENN.


Na petra eo ar skiant vad dre-z-hi he-unan ? Nemeur a dra. Ar feiz hep-ken, ar feiz a zo dreist kement zo a viskoaz da vikenn. Ann hini en deuz ar feiz a zo enn tu all d’ann hini ne ra nemet sonjal, hag eur galoun eeun ha displeg a dal muioc’h evit ar wiziegez a laka ann den d’en em brizout re he-unan. Hon tad kenta a zo en em gollet dre ma c’hoantaaz gouzout re ; klask a rea ar wiziegez, hag e kavaz ar maro. Pa gomz Doue ouz-omp er Skritur sakr, ne fell ket d’ezhan deski d’e--