brasa ; dre-ze c’hoaz e tle beza ken eaz ha ker sioul er renk izela, evel m’ema eunn all er renk huela ; dre-ze ken euruz o veza disprizet ha distereet, o veza heb hano kaer na brud vad e-bed, evel ma’z eo eunn all o veza meulet hag enoret gant ann dud.
Ober hervez a fell d’e-hoc’h ha karet hoc’h hano santel a dle beza evit ann den eunn dra dreist kement zo, a dle digas d’ezhan muioc’h a frealzidigez hag a zudi eget ann holl c’hrasou en deuz bet pe en devezo.
Greomp hor mad gant ar c’hras a zo roet d’e-omp, ha ne glaskomp ket gouzout pe ho deuz bet pe n’no deuz ket bet ar re all muioc’h pe nebeutoc’h evid-omp. Doue en em ro e-c’hiz ma kar, Doue a zo mestr d’ar pez a ro. Petra omp-ni, tud paour ma’z omp, n’hon euz netra da welet war-n-ezhan. Bez’ e rankomp her meuli euz ar c’hrasou a ro d’e-omp gant he vadelez hag anezhan he-unan ; her meuli a rankomp ive evit ar c’hrasou ne fell ket d’ezhan rei d’e-omp, oc’h ansao ne dalvezomp ket ann distera euz he vadelesiou. Mar d-oc’h izel
a galoun, ne c’hoantaot ket kaout grasou
8**