Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
III LEVR. — XXII GENTEL.

dour eien da derri he zec’hed, evel-se va ene a c’hoanta ac’hanoc’h-hu, va Doue. Va ene en deuz bet sec’hed euz ann Doue holl-c’halloudek, euz ann Doue beo. Allaz, peur e teuinn-me dirak Doue, peur ez inn-me dira-z-han !





EIL GENTEL WAR-N-UGENT.


Red eo kaout sonj euz a holl vadelesiou Doue.


————


1. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, digorit va c’haloun d’ho lezen ha diskin d’in kerzet hervez ho kourc’hemennou. Grit mac’h anavezinn kemend a fell d’e-hoc’h, grit ma talc’hinn sonj gant doujans ha gant kalz a evez euz ho madelesiou, ken ar re hoc’h euz graet e-kenver ann dud holl, ken ar re hoc’h euz graet em c’henver-me va-unan, evit mac’h hellinn ho trugarekaat, enn abek da ze, evel m’az eo dleet.

Gouzout hag ansao a rann e kement-se ne d-ounn ket, e nep kiz, evit ho trugarekaat hag evit ho meuli evel ma tleann hen ober. Me a zo re zister evit kaout digan-e-hoc'h ken aliez a vadelesiou ;