Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
III LEVR. — XIX KENTEL.

distera enkrez. Ra zeuinn da garet ha da c’hoantaat, evit hoc’h hano santel, kement poan ; kemend enkrez a zigouezo gan-en ; rak talvoudek-braz eo evit silvidigez va ene gouzanv poaniou ha beza gwall-gaset evid-hoc’h.


EVIT HOR C’HELENN.


Mar kavomp aliez abek da c’houzanv a berz ar re all, aliez ivez e roomp abek d’ezho. Dre-ze eo e lavare ann Abostol sant Paol : dougit ann eil beac’h egile, ha neuze e vezo sevenet lezen Jezuz-Krist. — Breman me ho klev o lavaret : eur seurt traou a zo diez ho gouzanv. — Gwel a ze ; talvezout a reot muioc’h dirak Doue. Evit se eo e ro Doue he c’hras d’e-omp, evit mac’h hellimp ober dre-z-hi ar pez ne d-eomp ket evit ober dre-z-omp hon-unan. Hag oc’h-penn zo, petra a c’hoarvez gan-e-hoc’h ha ne ve ket bet gwelet araok gant Doue ha gourc’hemennet gant-han ? Ann hini eta a c’houzanv he boan a galoun vad, hen-nez a zent sioul oc’h gourc’hemennou Doue ; ann neb avad ne fell ket d’ezhan ober evel-se, hen-nez a zo he vuez enkrez ha poan hed-da-hed. Rak piou, goude enebi oc’h Doue, piou eo hen-nez a zo bet e peoc’h ? E gwirionez, red eo da Zoue beza trugarezuz--