glann ha sklear enn he galoun, o kas pell diout-han tevalijen ann douar hag ar skeudennou goullo a zeu hag a ia enn dro d’e-omp. Hag hen zo tra kouls hag euruzded ann hini a zo he ene hevel oc’h eur mellezour a weler enn-han ann Aotrou Doue mad ha santel-meurbed, n’euz netra a gemend a ve par da euruzded ann hini a laka bemdez da greski ar sklerijen en deuz bet digant Doue, hag a ra kement-se holl beteg ar mare ma teu ar wirionez da skuba ann devalijen. Neuze ann den Doue-ze a ziskuiz e-tal ar feunteun a sklerijen ; hag eno, er penn diveza euz he hent, e-mesk ann Elez hag ar Zent euruz, eno he zudiou a bado da viken.
1.— Jezuz-Krist. — Va map, list ac’hanoun da ober enn ho kenver hervez ma fell d’in ; me a oar petra a zo mad evid-hoc’h. Sonjal a rit evel ma sonj ann dud, ha peurliesa e varnit ann traou evel ma varn ann dud anezho, hervez pleg ho c’haloun.
2.— Ann ene mad. — Ar pez a