Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
III LEVR. — XIII KENTEL.

ho kik. Rak ann den a zeu buhan da veza teac’h d’ann drouk a-ziaveaz, pa ne vez ket he galoun saotret enn he diabars. N’euz enebour ker braz, ker gwall e-kenver hoc’h ene ha ma’z éo ho korf, pa ne vez ket a-unan gant ho spered.

Red eo d’e-hoc’h en em zisprizout a-grenn hoc’h-unan, mar fell d’e-hoc’h beza treac’h d’ar c’hik ha d’ar goad. O veza ma en em garit c’hoaz hoc’h-unan gant re a garantez, emoc’h enn aoun, pa vez red d’e-hoc’h plega a ioul vad d’ar pez a blij d’ar re all.

2. — Hag eunn dra vraz e ve d’e-hoc’h, c’houi ne d-oc’h nemet poultr ha netra e-bed, hag eunn dra vraz e ve senti oc’h eunn den dre garantez evit Doue ? Ho pezet sonj ez ounn en em lekeat evid-hoc’h da blega d’ann den, me ann Holl-C’halloudek, me ann Doue Uc’hel-meurbed, me am euz krouet pep tra euz a netra. Me a zo en em lekeat ann distera hag ar bihana e-touez ann holl evit ma teuot, o welet ac’hanoun-me ken izel, da drec’hi stambouc’h ho kaloun.