Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
III LEVR. — X KENTEL.

dioc’h pep tra. Na santela stad eo plega dindan ar reolen ! Dre-ze ann den a zeu da veza par d’ann Elez ha mignoun da Zoue ; ann drouk-sperejou a gren ra-z-han, ann holl dud a feiz a veul anezhan. O sujedigez a dlefe pep den c’hoantaat ha klask anezhi ! Dre-z-hi e vezomp kavet mad da gaout ar mad dreist pep mad hag ann dudiou a bado da virviken.


EVIT HOR C’HELENN.


Tud ar bed a zo ken touellet gant ho drouk-ioulou n’int ket evit gouzout pegen euruz eo bugale Doue. A-wechou ann dud-ze ho deuz truez oc’h ar re-man, e-c’hiz ma’z eo boaz ar bed da gaout truez oc’h ar re all, da lavaret eo enn eur ober fae anezho ; a-wechou all e sellont out-ho evel ma vent tud diot ha souezet, Ne ouzont tamm petra a zo enn eunn ene a zo a-unan gant he Grouer ; ne ouzont tamm petra eo he frealzidigez nag he beoc’h, nag ive he zudiou. Ne d-int ket evit klevet komziou ann Abostol sant Paol o lavaret : Karget eo va c’haloun a levenez e-kreiz va enkreziou. Biken ne vezint evit gouzout petra eo al levenez santel-ze a zo lealded ha peoc’h er Spered-Santel. Petra ho deuz eta tud ar bed evit ho led ? N’ho