Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
III LEVR. — VII KENTEL.

choum enn env, ar re-ze a zo deuet da veza paour ha dilezet e kreiz ho foaniou, evit ma teskchent ervad, goude beza bet izeleet ha lekeat reuzeudik, evit ma teskchent ne dlient ket nijal diwar bouez ho diouaskel ; evit ma teskchent e tlient en em lakaat gant fisians dindan va diouaskel-me. Ar re a zo eat a-nevez zo dre henchou ann Aotrou Doue hag a zo dre-ze hep gwiziegez, a hell fazia eaz war ann hent mad ha skei war ar c’herrek ma ne zentont ket oc’h ann dud fur o kuzulia anezho.

4. — Mar kavont gwell mont da heul ho menoz ho-unan eget kredi da guzuliou ann dud fur, ez aint e drouzivez, nemet distrei a rafent diwar ho menoz ho-unan. Ar re a lavar ez int fur, ar re-ze zo dibaot d’ezho gouzanv, gant eur galoun izel, beza sturiet gant ar re all.

Gwelloc’h eo d’ann den beza izel a galoun ha kaout nebeut a ijin hag a spered, eget ne d-eo d’ezhan beza desket ha speredek-braz, mar teu d’en em brizout re he-unan. Muioc’h a dal d’e-hoc’h kaout nebeut eget kals, gant aoun na zeufac’h d’en em c’houeza re.