ha gant eur galoun izel. Rak c’houi a zo va furnez, c’houi a anavez ervad ac’hanoun, choui hoc’h euz va anavezet abars ma oe krouet ar bed, pell araok ma oenn-me ganet.
Dibaot eo d’ann den c’hoantaat stard ober he zilvidigez ; dre-ze ’ta krenomp gant spount, rak hor stad er bed all a vezo hervez ma hon devezo bevet. Doue gant he c’hras a ro skoaz d’e-omp evit ober ar mad enn hor roll hep redi e-bed. Na petra welomp-ni eta er bed ? Ne gomzann ket aman euz ann den difeiz en deuz lekeat enn he benn d’en em goll, hag a zo merket war he dal e vezo daonet. Komz a reomp euz ar re a lavar hag a gred ez int diskibien Jezuz-Krist. Ar gristenien-ze ho deuz c’hoant d’en em zavetei ; hogen bez’ e fell d’ezho ivez ha dreist-holl kaout ho lod euz a vadou ann douar hag euz a zudiou ar bed. Ober a reont da Zoue, peb enn amzer hag evel diwar fae, eur beden-bennag a zo red d’ezho da lavaret ; en em gelenn a reont enn he lezen evit dont da anaout ar pez a zo gourc’hemennet striz enn-hi. Dibreder int neuze hag en em rei a reont da glask ann enoriou, ar madou, ar blijaduresiou n’int ket difennet, war